< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 15 >

1 «Ե՛ս եմ ճշմարիտ որթատունկը, եւ իմ Հայրս՝ մշակն է:
Me eo ar wir winienn, ha va Zad eo ar gwinier.
2 Ամէն ճիւղ՝ որ իմ վրաս է ու պտուղ չի բերեր, կը վերցնէ զայն. իսկ ամէն ճիւղ որ պտուղ կը բերէ՝ կը մաքրէ զայն, որպէսզի ա՛լ աւելի պտուղ բերէ:
Lemel a ra ac'hanon kement brank na zoug ket a frouezh; hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.
3 Դուք արդէն մաքուր էք այն խօսքով՝ որ ըսի ձեզի:
Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.
4 Ի՛մ մէջս մնացէք, ու ես՝ ձեր մէջ. ինչպէս ճիւղը չի կրնար ինքնիրմէ պտուղ բերել՝ եթէ որթատունկին վրայ չմնայ, նոյնպէս ալ դուք չէք կրնար՝ եթէ իմ մէջս չմնաք:
Chomit ennon, hag e chomin ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan, ma ne chom stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellot ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
5 Ես որթատունկն եմ, եւ դուք ճիւղերն էք. ա՛ն որ իմ մէջս կը մնայ, ու ես՝ անոր մէջ, անիկա՛ շատ պտուղ պիտի բերէ, որովհետեւ առանց ինծի ոչինչ կրնաք ընել:
Me eo ar winienn, ha c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha ma choman ennañ, a zoug kalz a frouezh; rak hepdon ne c'hellit ober netra.
6 Եթէ մէկը իմ մէջս չմնայ, ան դուրս կը նետուի՝ ճիւղի մը պէս, եւ կը չորնայ. զանոնք կը ժողվեն ու կրակը կը նետեն, եւ անոնք կ՚այրին:
Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank, hag e sec'h; neuze e tastumer ar brankoù, o zaoler en tan hag e tevont.
7 Եթէ դուք մնաք իմ մէջս, ու իմ խօսքերս ալ մնան ձեր մէջ, ի՛նչ որ ուզէք՝ պիտի խնդրէք, եւ պիտի ըլլայ ձեզի:
Mar chomit ennon, ha mar chom va gerioù ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezhañ.
8 Իմ Հայրս կը փառաւորուի՝ երբ դուք շատ պտուղ բերէք. այսպէս՝ իմ աշակերտներս կ՚ըլլաք:
Roet e vo gloar da'm Zad, mar dougit kalz a frouezh, ha c'hwi a vo va diskibien.
9 Ինչպէս Հայրը սիրեց զիս, ե՛ս ալ սիրեցի ձեզ. մնացէ՛ք իմ սիրոյս մէջ:
Evel m'en deus an Tad va c'haret, me am eus ivez ho karet; chomit em c'harantez.
10 Եթէ պահէք իմ պատուիրաններս՝ պիտի մնաք իմ սիրոյս մէջ, ինչպէս ես պահեցի իմ Հօրս պատուիրանները եւ կը մնամ անոր սիրոյն մէջ:
Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad, hag e choman en e garantez.
11 Այս բաները խօսեցայ ձեզի՝ որպէսզի իմ ուրախութիւնս մնայ ձեր մէջ, ու ձեր ուրախութիւնը լման ըլլայ:
Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet.
12 Սա՛ է իմ պատուիրանս՝ որ սիրէք զիրար, ինչպէս ե՛ս սիրեցի ձեզ:
Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet.
13 Ո՛չ մէկը ունի աւելի մեծ սէր, քան այն՝ երբ մէկը կ՚ընծայէ իր անձը իր բարեկամներուն համար:
Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
14 Դուք իմ բարեկամներս էք, եթէ ընէք ի՛նչ որ ես կը պատուիրեմ ձեզի:
C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.
15 Այլեւս ծառայ չեմ կոչեր ձեզ, որովհետեւ ծառան չի գիտեր թէ իր տէրը ի՛նչ կ՚ընէ. հապա ես բարեկա՛մ կոչեցի ձեզ, որովհետեւ ամէն ինչ որ լսեցի իմ Հօրմէս՝ գիտցուցի ձեզի:
N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
16 Ո՛չ թէ դո՛ւք ընտրեցիք զիս, հապա ե՛ս ընտրեցի ձեզ, ու նշանակեցի ձեզ՝ որպէսզի երթաք եւ պտուղ բերէք, ու ձեր պտուղը մնայ. որպէսզի ի՛նչ որ խնդրէք Հօրմէն՝ իմ անունովս, տայ ձեզի:
N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outañ em anv.
17 Ասիկա՛ կը պատուիրեմ ձեզի, որ սիրէք զիրար»:
Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.
18 «Եթէ աշխարհը կ՚ատէ ձեզ, գիտցէք թէ ատեց զիս ձեզմէ առաջ:
Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.
19 Եթէ աշխարհէն եղած ըլլայիք՝ աշխարհը կը սիրէր իրենները. բայց քանի որ աշխարհէն չէք, հապա ես ձեզ ընտրեցի աշխարհէն, աշխարհը կ՚ատէ ձեզ:
Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.
20 Յիշեցէ՛ք այն խօսքը՝ որ ըսի ձեզի. “Ծառան իր տիրոջմէն մեծ չէ”. եթէ հալածեցին զիս, պիտի հալածեն նաեւ ձեզ. եթէ պահեցին իմ խօսքս, պիտի պահեն նաեւ ձերը:
Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.
21 Բայց այս բոլոր բաները պիտի ընեն ձեզի՝ իմ անունիս համար, որովհետեւ չճանչցան ա՛ն՝ որ ղրկեց զիս:
Met ober a raint deoc'h kement-se holl abalamour da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.
22 Եթէ ես եկած եւ խօսած չըլլայի անոնց՝ մեղք չէին ունենար. բայց հիմա պատրուակ մը չունին իրենց մեղքին:
Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.
23 Ա՛ն որ կ՚ատէ զիս՝ կ՚ատէ նաեւ իմ Հայրս:
An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.
24 Եթէ իրենց մէջ ըրած չըլլայի այն գործերը, որ ուրիշ ո՛չ մէկը ըրած է, անոնք մեղք չէին ունենար. բայց հիմա տեսան եւ ատեցին զի՛ս ալ, իմ Հա՛յրս ալ:
Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.
25 Սակայն ատիկա եղաւ, որպէսզի իրագործուի այն խօսքը՝ որ գրուած է իրենց Օրէնքին մէջ. “Զուր տեղը ատեցին զիս”:
Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.
26 Բայց երբ Մխիթարիչը գայ՝ որ ես Հօրմէն պիտի ղրկեմ ձեզի, Ճշմարտութեան Հոգին՝ որ կը բխի Հօրմէն, անիկա՛ պիտի վկայէ իմ մասիս:
Met pa vo deuet ar Frealzer, a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon.
27 Եւ դո՛ւք ալ կը վկայէք, որովհետեւ սկիզբէն ի վեր ինծի հետ էք»:
Ha c'hwi ivez, c'hwi a roio testeni, abalamour m'emaoc'h ganin adalek ar penn-kentañ.

< ՅՈՎՀԱՆՆՈԻ 15 >